Réponse des FV BZH quant à leur prétendue violence + respont e bzg

Réponse des Faucheurs.euses Volontaires BZH quant à leur prétendue violence :

Le 10 juillet 2020

Les Faucheuses/faucheurs volontaires d’OGM devraient s’excuser d’ être ce qu’elles-ils sont ?

« Excusez-nous donc pour avoir une dizaine de fois par le passé et depuis au moins 15 ans, tenté de vous alerter, sans succès ni aucune écoute, sur l’agriculture business que vous encouragez et subventionnez avec nos impôts, dont la TVA qui alimente la PAC dont la « gestion régionale » que vous préconisez du seul second pilier ne saurait régler le problème (cad la gestion de seulement 25% des fonds dédiés à l’agriculture européenne sur 48 Milliards d’€ en totalité)

Excusez-nous d’avoir à vous rappeler et vous montrer qu’il y a urgence : l’Amazonie brûle, le Cerrado brésilien et le Grand Chaco argentin sont déforestés, leurs habitants chassés, spoliés, leurs enfants malades ou anormaux mais vous continuez à encourager les importations de soja OGM à Brest, Lorient et Saint Nazaire ( poulaillers « avec lumière naturelle » et …soja OGM),

Excusez-nous de mettre en lumière vos doubles discours et particulièrement celui de M. O. Allain sur l’agroécologie, qui ne sont que vœux pieux alors que la Bretagne est en tête -notamment- dans le
Morbihan- pour l’utilisation des pesticides et la pollution de l’environnement,

Excusez-nous d’interroger les subventions de la Région Bretagne, allouées aux méthaniseurs, aux poulaillers et porcheries-usines qui ne font qu’accélérer la ruine de l’agriculture paysanne, l’endettement des agriculteurs au profit des banques et grandes entreprises de l’agro-alimentaire, la diminution drastique de l’emploi agricole et l’atteinte à la santé des travailleurs et consommateurs ,

Excusez-nous de vous rappeler que les algues vertes sont partout en Bretagne grâce à votre dévouement au modèle agricole de la FNSEA : le plancton, source de nourriture et d’oxygène O2, se meurt laissant la place à des organismes toxiques polluant les élevages de coquillages,

Excusez-nous d’interroger le sens des propos de Christiane Lambert, réélue présidente de la FNSEA, qui nous promet  « un mandat offensif »,

Excusez-nous une fois encore si vous vous sentez bousculés dans vos habitudes d’élus intouchables dont les jérémiades patrimoniales ne sont que les reflets de votre incurie,

Excusez-nous donc d’avoir fait une entorse au règlement en voulant ouvrir ces portes que vous vouliez rester fermées à toute discussion .

Notre présence ce vendredi matin était un nouveau cri d’alerte et une mise en demeure, à Vous, Elus du Conseil Régional, en charge des ports bretons, de nous écouter et de nous rendre des comptes.

Le chef de l’État, lui même, plaisante sur l’existence d’une mafia Bretonne. Coloniale ?

Non ! Nous ne laisserons plus l’omerta perdurer sur le sujet de l’Agro-Business Breton.

Nous, Faucheuses et Faucheurs Volontaires de Bretagne, affirmons et assumons notre désobéissance civique, et nos méthodes et notre fondamentale Non-Violence, qui ne peut, certes, s’accommoder de passivité, naiveté ou laisser-faire.

Nous reviendrons plus nombreux-ses ! La prochaine fois…
Ken@vo !
Les Faucheuses et Faucheurs Volontaires de Bzh

~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~
Respont ar falc’herien.rezed

D’an 10 a viz Gouere 2020

Hag e rankfe Falc’herezed ha Falc’herien OGK en em zigareziñ ouzh ar C’huzul Rannvro da vezañ evel m’emaint ?

Hon digarezit eta m’hon eus bet klasket un dek gwech bennak abaoe 15 vloaz da vihannañ da sachañ hoc’h evezh, en aner hag hep heklev ebet, war al labour-douar greantel emaoc’h o kas war-raok hag o skoazellañ gant hon tailhoù, ha dreistholl an TDO a gustum bouetañ ar PAC ha n’eo ket ar « mererezh rannvroelaet » eus an eil peul anezhi hepken ( 25 % ar sammad gouestlet da atantoù Bro C’hall war 48 miliard en holl dindan 6 vloaz) a c’hello cheñch penn d’ar vazh war an doare da rannañ an arc’hant gouestlet d’ar peul kentañ ( 75% ar sammad ) ha diwar-se ez eo un touell lavared e-giz ma lavaroc’h emaoc’h engouestlet en treustremen « agro-ekologel ». ( lenn danevell France Stratégies e miz here 2019). Ar yalc’hadoù a engouestloc’h el labour douar greantel a zo a galz fonnusoc’h evit ar re a rooc’h d’al labour douar padus,

Hon digarezit eta ma rankomp ho tegas da soñj hag ho tiskouez ez eus mall warnomp : Bro an Amazonia a zo o teviñ, koadoù ar Cerrado brazilian ha re ar Chaco Vras en Arc’hantina a za da netra, skarzhet ha laeret ar pobloù diwarno, o vugale klañvaet hag ampechet met ne vir ket ouzoc’h da genderc’hel da skoazellañ emborzhadurioù ar soja OGK e porzhioù Brest, An Oriant ha Naoned- Sant-Nazer ( evit ar stalioù da sevel yer gant « goulou an deiz » eta ha soja OGK),

Hon digarezit eta da lakaat splann ha dindan goulou an deiz ho prezegennoù daou-du ha dreistholl hini an Ao. O.Allain war an agro-ekologiez, e-lec’h ma ne gaver nemet kaozioù toull p’emañ Breizh
e penn-araok ha dreistholl er Morbihan evit implij an ampoezonoù a bep seurt ha saotradur an endro.

Hon digarezit eta da c’houlenn hiroc’h a zisplegadennoù war ar yalc’hadoù a c’houestloc’h en anv Rannvro Breizh, d’ar stalioù divent d’ober gaz metan, d’ar stalioù divent da sevel yer pe moc’h ha ne reont nemet kas labour douar ar peizant war e zalaroù, kreskiñ dle ar beizanted e-keñver an tiez-bank hag embregerezhioù bras ar stalioù fardañ boued, digreskiñ c’hoazh eta an niver anezho, an niver a labourerien-douar ha drouktizhañ o yec’hed hag hini ar goñsomatourien war un dro.

Hon digarezit eta da zegas soñj deoc’h emañ ar bezhin glas e pep lec’h war aodoù Breizh a drugarez d’ho sujidigezh ouzh doareoù produiñ an FNSEA : ar plankton, boued ruz ar mor a zo o vervel hag en e blas e kresk ar pistri a gustum kontammiñ hor stalioù da zesevel kregin,

Hon digarezit eta m’en en c’houlennomp c’hoazh petra soñjal diwar komzoù Christiane Lambert, nevez ad-dilennet e penn an FNSEA, hag a gustum prometiñ deomp « ur prantad argadiñ »

Hon digarezit ur wech c’hoazh m’ho peus en em santet gwallgaset en ho boazhioù a zilennidi ha n’heller ket touch eta padal ho kaozioù toull war ar glad ne ziskouezont nemet ho tibrederi.

Hon digarezit eta evit bezañ aet en tu all d’ho reolennoù en ur c’hlask digeriñ an norioù a felle deoc’h chom kloz da gement pennad kaoz.
Deuet edomp, digwener vintin da sevel galv ha d’ober ur wech div wech Deoc’h, Dilennidi ar C’Huzul Rannvro, e-karg eus porzhioù Breizh, evit ma vefemp selaouet hag evit ma rentfec’h kont eus ho obererezh.
Pennher ar Stad C’Hall a c’hoarzh e-unan e vefe, emezañ, ur mafia e Breizh. Trevadennour ?
Nann ! Ne leskimp ket mont pelloc’h an omerta a-zivout an Agro-Business e Breizh.
Ni, Falc’herezed ha Falc’herien Breizh a lavar hag a gemer war hon chouk hon disentidigezh geodedour, hon doareoù ober diazezet war an nann-feulster ha ne c’heller meskañ gant gouzañvusted nag eeunegezh na lesker ober…

Dont a rimp en dro eta ha niverusoc’h ar c’hentañ tro…Ken@vo !

Falc’herezed ha falc’herien Breizh hag a youl vat.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *