Kemennadenn PIG BZH

« Sklaeroc’h ar staot gant an FNSEA !

Petra fell da FDSEA ar Morbihan lakaat ac’hanomp da gompren, p’eo bet 18 anezho da staotañ ha n’eo ket bet kavet glifosat ebet en enno evit toare?

Ar 650 dielfennadur-staot all kaset da benn gant PIG Bzh a ziskouez int liveoù glifosat kalz uheloc’h avat, a-us da 0,4 ng/ml, gant ur c’hresk anat dreistholl pa ‘z eo bet staotet d’ar mare ma vez ledet an ampoezon.

An test ELISA, kaset da benn gant al labourva alaman Biocheck, hag a vez implijet gant Staoterezed ha Staoterien Glifosat en desped dezho e Breizh, a gustum dielfennañ ar glifosat betek 0,075 ng/ml.
Stummet reizh eo al labourva alaman, koulz e-keñver reolennoù Europa hag e-keñver an doareoù sklaer ha rekis d’ober evit ober seurt dielfennadurioù.

Petra neuze diwar-benn an doareoù implijet evit testoù an FDSEA 56 ?

Peseurt gwarez e vez roet deomp eta evit ma vefe treuzwelus an tolpad, an doareoù implijet, war ar pegoulz eo bet staotet, ar pezh a zo bet graet goude-se gant ar buredigoù ha war ar penaos eo bet paeet ? Hini ebet !

Goude deomp bezañ bet kelaouet hirroc’h, an test implijet ganto a lavarfe « mann » pa vez al live gliphosat izelloc’h evit 0,4 ng/ml, ar pezh a zo ul live 5 gwech uhelloc’h evit an test implijet gant PIG BZH, da lavared eo 4 gwech ar pezh a zo aotreet evit an dour da evañ.

Ha n’eo ket e Penn Ospital Gwened e vije bet graet an dielfennadur met e hini Limoges..

Evit toare eo bet prientet mat an afer hag a-bell’zo gant an FDSEA 56…

Petra soñjal eta eus ur « sindikad » hag a gav gwelloc’h, kentoc’h evit klask gwareziñ e izili, hag a zo ar re gentañ da vezañ lakaet diaes, gant micherourien ar stalioù fardañ boued, gant seurt ampouezon, chom en dinac’h ha klask abafiñ pe gourdrouz zoken an dilennidi hag a zo int-i o klask gwareziñ o amezeien, p’emaint int-i e-karg ?

An FNSEA, ha ne wel en emsav sitoian a-hiriv nemet « brabanserezh ekologel » a dle da vat kompren o-deus komprenet ar sitoianed e paeent 3 gwech evit o voued :
– ur wech gentañ war ar marc’hadoù pe er gourvarc’had,
– un eil gwech dre o zailhoù evit paeañ ar PAC hag an disaotrañ,
– ha bremañ un trede gwech evit en em louzaouiñ pa welont tarzh ar c’hleñvedoù o tont diwar saotradur o endro, ha dreistholl tarzh ar c’hrign bev hag ar c’hleñvedoù o tistruj ar bred.

N’eo ket ma vije dic’houzañvus hepken krennlavarioù an FNSEA met dañjerus int zoken evit ar re a zo lod e-barzh… »

Kemennadenn PIG Bzh 09/09/2019


Un tolpad all a zo raktreset e Brest d’ar sadorn 5 a viz Here 2019 etre 7eur ha 9e30, da vare 40 vet deiz ha bloaz Marc’had Bev Kerinou : mont e darempred gant : 06 72 52 17 51

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *