21 mai : 7 Faucheurs et Faucheuses Volontaires d’OGM convoqué.e.s au commissariat de Lorient

Kemennadenn a-berzh Falc’herien-ezed OGK Bzh/
Dimeurzh 21 a viz Mae, warc’hoazh vintin eta, ez eo galvet 7 falc’her-ez OGK Bzh e Komiserdi Kreiz An Oriant (3, Kae Rohan) o vezañ ma vije rebechet outo bezañ bet DISTRUJET MADOU A YOUL VAT HAG A- STROLL.
Ouzhpenn ar fazioù war o anv, o chomlec’h hag ar fed ma vijent pe paotr pe blac’h🙃🙃🙃🙃, al lizhiri-galv resevet ganto  a ra anv eus fedoù a vje bet sevenet ganto d’an 3 a viz Even 2024, da lavared eo en un amzer da zont tremenet, ha ne vije ket c’hoarvezet c’hoazh eta en Oriant hag e Lann Ar Ster. Aes da gompren eta perak e rankint lakaat da dalvezout o wir da chom peoc’h etregalaktik ha n’o devo netra na seurt ebet da ziskleriañ, nag e galleg nag e brezhoneg.
Un Emvod Kelaouiñ a vezo gant ar 7 falc’her-ez OGK Bzh warc ‘hoazh vintin da 8e 30 dirak Komiserdi Kreiz An Oriant ha pediñ a reont kement hini, kamared pe vignoned da zont d’o sikour.
Falc’herien-ezed OGK Breizh
~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~
 Communiqué des Faucheurs-euses d’OGM Bzh
“Demain matin, Mardi 21 mai 2024 ,7 faucheurs-euses d’OGM Bzh sont convoquées à 9h au Commissariat Central de Lorient ( 3 quai de Rohan) étant soupçonnées de DEGRADATIONS VOLONTAIRES DE BIENS EN REUNION.
Outre les erreurs de patronymes, d’adresses, de genre🙃🙃🙃🙃, toutes ces convocations stipulent que les faits reprochés auraient été commis le 3 juin 2024, c’est à dire dans un futur antérieur..non encore advenu! à Lorient et à Lanester. Ce sur quoi, chacun comprendra bien qu’ils et elles se doivent, dès lors, d’exercer leur droit à un silence sidéral et qu’ils et elles n’aient rien à déclarer, ni en breton ni en français…
Les 7 faucheurs-euses d’OGM Bzh convoquées tiendront donc une conférence de presse demain mardi 21 mai dès 8h 30 devant le Commissariat Hotel de Police 3 quai de Rohan à Lorient et invitent leurs camarades et ami-es à venir également les soutenir.
Les Faucheurs-euses d’OGM Bretagne”
~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~
Rappel de l’action incriminée :
~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~
Dans la presse locale :
~~~~~~~~~~

Procès de Dijon : communiqué de presse des Faucheureuses Volontaires d’OGM Bzh

12 Faucheurs et Faucheuses Volontaires Breton.ne.s «comparant.e.s
volontaires» au Tribunal de Dijon, le 14 décembre 2022


6 Faucheurs Volontaires de Côte-D’Or mis en examen, ainsi que 33 de leurs camarades «comparant.e.s volontaires», dont 12 FV breton.ne.s , sont convoqué.es ce mercredi 14 décembre prochain au Tribunal de Dijon.

Il leur est reproché d’avoir détruit, le 15 avril 2017 à Villy Le Moutier (Côte d’Or), 2,6 hectares d’essais de colza OGM, appartenant à la multinationale semencière allemande KWS, qui leur demande 8,5 millions d’€…de réparations ( le kg de semence de colza OGM a encore augmenté :
X par 200 ! ).

Pour les FV Bzh, qui luttent depuis 20 ans contre les importations de soja OGM sur les ports de Brest, Lorient et Montoir de Bretagne, la substitution du soja OGM par du colza OGM ou du tournesol OGM est inacceptable, tant au niveau social qu’environnemental et sanitaire.

Les FV BZH dénoncent là-bas comme ici en Bretagne , par cette action entièrement assumée et revendiquée collectivement, la poursuite de l’agro-industrie-business qui mène notre agriculture, notre environnement et notre santé dans le mur.

Le nombre de paysans éliminés, toutes filières confondues, ne cesse d’augmenter, tandis que le Président du Conseil Régional de Bretagne privilégie le « sauvetage » des emplois agro-alimentaires industriels, refusant de regarder la réalité de l’emploi agricole breton.

Cette agro-industrie porte atteinte à notre environnement (eau, air, sol : nitrates et algues vertes, ammoniac, pesticides..) et à notre santé (nombre croissant des maladies professionnelles enfin reconnues surtout grâce à la détermination du CSVPO : Collectif de Soutien aux Victimes des Pesticides de l’Ouest https://victimepesticide-ouest.ecosolidaire.fr/ ainsi que nombre croissant des maladies environnementales)

En même temps, ce mardi 6 décembre 2022, le Parlement Européen, en accord avec les États Membres de l’UE, vient de décider de « l’interdiction de l’importation des produits de la déforestation » en Amazonie, dont le SOJA OGM donc, mais seulement après 2024, et sans aucun doute, avec les dérogations que ne manquera pas de demander l’agro-industrie, après encore quelques années supplémentaires...
Ce qui atténue donc toutefois considérablement la portée de
cette décision qualifiée d’« historique ».


Les Faucheuses et Faucheurs volontaires d’OGM se retrouvent donc dans l’obligation d’agir face à l’état de nécessité que crée l’État français en refusant toujours d’appliquer les injonctions du Conseil d’État faisant suite à l’arrêt de la Cour de Justice de l’Union Européenne.


Le 11 décembre 2022, les FV Bzh
Contacts presse : Naj 0682676712

~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~~

12 Falc’her ha Falc’herez a v-Breizh « barnet a youl vat » e Lezvarn Dijon, d’ar 14 a viz Kerzu 2022


6 Falcher eus departamant ar « Côte-D’Or-21 » lakaet dindan evezh gant ar justis warlene, ha 33 eus o c’henseurted, 12 FV Bzh en o zouesk , a zo galvet dimerc’her 14 a viz Kerzu o tont dirak Lezvarn Dijon ( 21 ).

Rebechet e vez outo bezañ bet distrujet, d’ar 15 a viz Ebrel 2017, e Villy Le Moutier (Côte d’Or), 6 devezh-arad taolioù-esa kolfa OGK, hag a oa perc’hentiez an embregerezh hadoù etrevroadel KWS lec’hiet e bro-Alamagn, pe hini a c’houlenn 8,5 million € diganto evit an domaj graet outi ( ar c’hilo had colza OGK a zo aet e briz kaer war-raok : X dre 200 ! ).

Evit ar Falcherien hag ar Falc’herezed Bzh, hag a zo o stourm abaoe 20 vloaz a-enep emborzhadurioù soja OGK e porzhioù Brest, An Oriant ha Mouster Al Loch, ne c’heller ket degemered tremen eus ar soja OGK d’ar c’holfa OGK pe d’an tro-heol OGK, kement war an dachenn sokial ha war dachenn an endro pe hini ar yec’hed.

Dre an tolpad-se, kaset da benn a-stroll, hag a zegemeront war o chouk penn da benn, Falc’herien ha Falc’herezed BZH a zispenn eno evel amañ e Breizh emdroadur al labour-douar greantel-business a gas hol labour-douar, hon endro hag hor yec’hed a-benn d’ar c’hae.

An niver a beizanted skarzhet, ne vern pe hentenn-broduiñ e vefent warni, ne baouez ket da greskiñ, pa vez e keit-all Prezidant Kuzul Rannvro Breizh o klask « tre ma chell saveteiñ » an implijoù greantel hag o nach e-se selled da vat ouzh stad al labour-douar a-fed implij.

Al labour-douar greantel a wall hon endro (dour, aer, douar : temz ha bezhin glas, ammoniak, ampoezonioù a bep seurt..) hag hor yec’hed (niver ar c’hleñvedoù micherel a zo o kreskiñ hag a vez anavezet a-benn ar fin met dreistholl a drugarez da nerzh-kalon izili ar CSVPO : Collectif de Soutien aux Victimes des Pesticides de l’Ouest https://victimepesticide-ouest.ecosolidaire.fr/ evel ma kresk ivez ar c’hleñvedoù o tont diwar an endro)

En hevelep koulz, dimeurzh diwezhañ, d’ar 6 a viz Kerzu 2022, Parlamant Europa, a-du gant ar Stadoù ezel eus Unvaniezh Europa, en deus divizet « difenn na vefe emborzhiet en UE kement tra liammet ouzh an dic’hoadañ » en Amazonia, ar SOJA OGK eta e touesk, met goude 2024 hepken, ha fasil gant an dirojañsoù a vo goulennet hep mar ebet gant al labour-douar greantel, goude meur a vloavezh all c’hoazh ouzhpenn…
Ar pezh a zistera un tamm mat ar spi douget gant seurt disentez hag

a lavar lod « istorel ».

Ar Falc’herien hag ar Falc’herezed OGK atav a youl vat en emgav eta er stad a redi ha rediet d’ober un dra bennak pa ne fell ket da bennadurezhioù ar Stad C’Hall sentiñ ouzh dizentezioù ar C’Huzul-Stad, disentezioù savet da heul harz Lezvarn Justis Unvaniezh Europa.


D’an 11 a viz Kerzu 2022, FV Bzh
Darempred evit ar chazetennoù: Jil 0672521751

Kemennadenn PIG BZH

« Sklaeroc’h ar staot gant an FNSEA !

Petra fell da FDSEA ar Morbihan lakaat ac’hanomp da gompren, p’eo bet 18 anezho da staotañ ha n’eo ket bet kavet glifosat ebet en enno evit toare?

Ar 650 dielfennadur-staot all kaset da benn gant PIG Bzh a ziskouez int liveoù glifosat kalz uheloc’h avat, a-us da 0,4 ng/ml, gant ur c’hresk anat dreistholl pa ‘z eo bet staotet d’ar mare ma vez ledet an ampoezon.

An test ELISA, kaset da benn gant al labourva alaman Biocheck, hag a vez implijet gant Staoterezed ha Staoterien Glifosat en desped dezho e Breizh, a gustum dielfennañ ar glifosat betek 0,075 ng/ml.
Stummet reizh eo al labourva alaman, koulz e-keñver reolennoù Europa hag e-keñver an doareoù sklaer ha rekis d’ober evit ober seurt dielfennadurioù.

Petra neuze diwar-benn an doareoù implijet evit testoù an FDSEA 56 ?

Peseurt gwarez e vez roet deomp eta evit ma vefe treuzwelus an tolpad, an doareoù implijet, war ar pegoulz eo bet staotet, ar pezh a zo bet graet goude-se gant ar buredigoù ha war ar penaos eo bet paeet ? Hini ebet !

Goude deomp bezañ bet kelaouet hirroc’h, an test implijet ganto a lavarfe « mann » pa vez al live gliphosat izelloc’h evit 0,4 ng/ml, ar pezh a zo ul live 5 gwech uhelloc’h evit an test implijet gant PIG BZH, da lavared eo 4 gwech ar pezh a zo aotreet evit an dour da evañ.

Ha n’eo ket e Penn Ospital Gwened e vije bet graet an dielfennadur met e hini Limoges..

Evit toare eo bet prientet mat an afer hag a-bell’zo gant an FDSEA 56…

Petra soñjal eta eus ur « sindikad » hag a gav gwelloc’h, kentoc’h evit klask gwareziñ e izili, hag a zo ar re gentañ da vezañ lakaet diaes, gant micherourien ar stalioù fardañ boued, gant seurt ampouezon, chom en dinac’h ha klask abafiñ pe gourdrouz zoken an dilennidi hag a zo int-i o klask gwareziñ o amezeien, p’emaint int-i e-karg ?

An FNSEA, ha ne wel en emsav sitoian a-hiriv nemet « brabanserezh ekologel » a dle da vat kompren o-deus komprenet ar sitoianed e paeent 3 gwech evit o voued :
– ur wech gentañ war ar marc’hadoù pe er gourvarc’had,
– un eil gwech dre o zailhoù evit paeañ ar PAC hag an disaotrañ,
– ha bremañ un trede gwech evit en em louzaouiñ pa welont tarzh ar c’hleñvedoù o tont diwar saotradur o endro, ha dreistholl tarzh ar c’hrign bev hag ar c’hleñvedoù o tistruj ar bred.

N’eo ket ma vije dic’houzañvus hepken krennlavarioù an FNSEA met dañjerus int zoken evit ar re a zo lod e-barzh… »

Kemennadenn PIG Bzh 09/09/2019


Un tolpad all a zo raktreset e Brest d’ar sadorn 5 a viz Here 2019 etre 7eur ha 9e30, da vare 40 vet deiz ha bloaz Marc’had Bev Kerinou : mont e darempred gant : 06 72 52 17 51